Le droit de travailler dans sa langue

Veuillez trouver, ci-dessous, la traduction en langue bretonne de l'appel du 9 mars sur le droit de travailler dans sa langue. Il est actuellement diffusé dans les milieux bretonnants où il rencontre un grand succès , notamment auprès de syndicalistes. Cette diffusion est accompagnée du communiqué ci-dessous :

" La république, malgré des efforts soutenus, n'ayant pas réussi à éradiquer complétement la langue bretonne, il serait irresponsable – d'un point vue strictement humanitaire – de laisser les ouvriers bretonnants (il est bien entendu que la bourgeoisie est parfaitement francophone ou bilingue) se blesser en usant de matériels dont le mode d'emploi serait rédigé exclusivement en anglais, macédonien, papou ou même français. C'est pourquoi nous avons cru utile de faire traduire en excellent breton le texte de l'appel du 9 mars; une traduction est en cours en gaélique irlandais, une autre en alsacien "

Merci à nos amis journalistes de relayer.

Kengor an 9 a viz meurzh evit ar gwir d'ar yezh broadel hag a enep ar gwallziforc'h e keñver ar yezh.

Dileuridi sindikadoù Bro Alaman, Bro C'hall, Itali, ha kevrededigezhioù evit brudañ ar yezhoù broadel ar broioù-mañ kenkoulz ha kevredigezhiou diouz Bro Belgia ha Bro Kebec hag a sin dindan an destenn-mañ, o deus en em bodet an nav a viz meurzh e Pariz, e Palais-Bourbon, dindan kadoriadur an aotrou Jacques Myard, kannad, maer Maisons-Laffitte (departamant an Yvelines).

– o vezañ ma'z eus poanioù ha gwallziforc'hioù evit an implijidi en ur embregerezh pa ya ur yezh estren da vezañ pouezusoc'h eged o yezh broadel er embregerezh-mañ;

– o lakaat da soñj hag emañ ar gwallziforc'h e keñver ar yezh difennet groñs gant Karta ar gwirioù diazez Unvaniezh Europa, zo bet votet e bloazh 2000. Ouzhpenn-se emañ diazezet kevatalder en un doare lezennek gant an emglevioù a groueont an Unvaniezh Europa ;

– oc'h en em harpañ, diouzh un tu ouzh o lezennoù diazez hag ouzh o gwirioù broadel, ha, diouzh un tu all, ouzh Kenemglev e keñver al liesseurted sevenadurel hag a zo bet degemeret gant an Unesco e miz here 2005, ha lakaet war pleustr goude bezañ degemeret, dreist holl en o broioù ;

– oc'h en em lavarout a du gant kefridioù Senad Bro C'hall ha Bundestag Bro Alaman o deus lavaret drezo da Unvaniezh Europa, e 2009, hag emañ an Unvaniezh diazezet war unelezh e liesseurted ; al lieseurted-mañ a c'heller displegañ dre al liesyezhelezh peurgetket ;

– o vennout strizh lakaat da echuiñ ar poanioù hag ar gwallziforc'hoù-mañ, adsevel lieusserted ar yezhoù ha dellezegezh ar yezhoù broadel, ha lakaat da vezañ doujet gwir an implijidi da labourat gant ar yezhoù-mañ ;

  1. a sav " Kengor an 9 a viz meurzh evit ar gwir d'ar yezh broadel hag a enep ar gwallziforc'h e keñver ar yezh" hag a zo e barzh ur genurzhierezh etrevroadel a liammo sindikadoù, tud politikel, kevredigezhioù vrudañ ar yezhoù broadel ha liesseurted ar yezhoù, evit kenurzhiañ ar c'heleier, ha dreist holl, reiñ al lañs oberiadennoù broadel, europat hag etrevroadel evit demokratiezh ar yezhoù.

  2. a c'halv sindikadoù, dilennidi ha kevredigezhioù an holl vroioù hag a zo o falioù an hevelep re dont ganto, a bed an holl aozadurioù da bourvezhiñ o finvidigezhioù, evit ur mont endro efedus ;

  3. a resis hag e vezo an emlusk d'ur genurzhierezh etrevroadel a sindikadoù, peurgetket evit kevrennañ ar c'heleier ha kenurzhiann an oberiadennoù, war dachenn an embregerezhioù hag an darempredoù el labour : ra vo ur politikerezh demokratezel evit ar yezhoù un tu-kreñv e barzh ar sindikadoù ; da gentañ e vo red reiñ da anaoudegezh ar studioù kaset da benn gant skol veur Jeneva ha skolaj "Modern Ãœzletitudomànyok Föiskolàja" deus Tatabànya e bro Hungaria, war dro tuoù mat evit ekonomiezh ar Rouantelezh Unanet ;

  4. en em ouestl sevel ur reizhenn evit mont endro ar genurzhierezh, ar buanañ ar gwellañ ;

  5. a c'houlenn digant Kadoriad Breudoù Europa; digant kadoridi strolladoù parlamantel Europa, digant an Aotrou Graça Moura, dezreveller war al liesyezegezh ha digant ar c'hefridiour e karg an teuliad, an aotrou Leonard Orban, degemer ur gannadur e mallusted evit selaouiñ e goulennoù war dro ar ginnig kefridi e keñver al liesyezegezh hag a zo bet degemeret gant kengor e karg ar sevenadur Breudoù Europa, d'ar 24 a viz c'hwevrer tremenet. Anadiñ ra bezañ diwezhat, pa soñjer e teuio prestik an dilennadegoù europat.

Graet an 9 a viz meurzh 2009, Palais Bourbon, Pariz.

About gorm